Pa oa 'r paotr Loeizig o lestriñ e Naoned
Ne oa nemet triwec'h vloaz, biskoazh n'en doa merdeet
Pa oa 'r paotr Loeizig o lestriñ e Naoned
Ne soñje ket e vefe spontus an dreizhadenn
Ha lorc'h 'oa ennañ da vezañ martolod
Keuz en doa da gae ar foz evelato
Ha lorc'h 'oa ennañ da vezañ martolod
Keuz en doa pa guitaas e vuiañ-karet a-raok
A-raok partial war vor hep distro
P'o deus mouilhet an eorioù 'tal aodoù Afrika
'vit kargañ koad ebena, sañset, d'an nebeutañ
P'o deus mouilhet an eorioù 'tal aodoù Afrika
Taolet bet tud en noazh gant ar razhed d'ar strad
Ha ne ouie ket yezh an dud klañv ha paour-mañ
'leñvoù e kleve 'oa re boanius da c'houzañv
Ha ne ouie ket dremm an dud klañv ha paour-mañ
Gwel tasmantoù chadennet 'lakae e gorf da grenañ
'lakae e galon da ziwadañ
Un noz e oa 'r paotr Loeizig en e wele
Gant ar boan kousket mat e savas en e goazez
Un noz e oa 'r paotr Loeizig en e wele
E savas 'vit finisañ gant ar gwallhunvre
Pa zistroas al lestr da borzh an Naoned
Ouzh e c'hortoz war 'r c'hae 'oa e vuiañ-karet
Pa zistroas al lestr da borzh an Naoned
Bez 'oa ur plac'h yaouank war ar c'hae o ouelañ
He martolod marvet e bro koad ebena.