Pa oa 'r paotr Loeizig o lestriñ e Naoned Ne oa nemet triwec'h vloaz, biskoazh n'en doa merdeet Pa oa 'r paotr Loeizig o lestriñ e Naoned Ne soñje ket e vefe spontus an dreizhadenn Ha lorc'h 'oa ennañ da vezañ martolod Keuz en doa da gae ar foz evelato Ha lorc'h 'oa ennañ da vezañ martolod Keuz en doa pa guitaas e vuiañ-karet a-raok A-raok partial war vor hep distro P'o deus mouilhet an eorioù 'tal aodoù Afrika 'vit kargañ koad ebena, sañset, d'an nebeutañ P'o deus mouilhet an eorioù 'tal aodoù Afrika Taolet bet tud en noazh gant ar razhed d'ar strad Ha ne ouie ket yezh an dud klañv ha paour-mañ 'leñvoù e kleve 'oa re boanius da c'houzañv Ha ne ouie ket dremm an dud klañv ha paour-mañ Gwel tasmantoù chadennet 'lakae e gorf da grenañ 'lakae e galon da ziwadañ Un noz e oa 'r paotr Loeizig en e wele Gant ar boan kousket mat e savas en e goazez Un noz e oa 'r paotr Loeizig en e wele E savas 'vit finisañ gant ar gwallhunvre Pa zistroas al lestr da borzh an Naoned Ouzh e c'hortoz war 'r c'hae 'oa e vuiañ-karet Pa zistroas al lestr da borzh an Naoned Bez 'oa ur plac'h yaouank war ar c'hae o ouelañ He martolod marvet e bro koad ebena.