Taol pled! mekanik diaoulek, prest omp d'az peurlazhañ Taol pled! mekanik satanazet, gouest omp d'az kwall-lazhañ Ni hon eus ganet hor mibien er boan hag en anken Ni hon eus ganet hor merc'hed e doan ar c'hemmeskailhez Oc'h an*lañ da boultrenn Ken diaes m'eo bet bevañ. Taol pled! mekanik diaoulek, prest omp d'az tistrujañ Taol pled! mekanik satanazet, gouest omp d'az kas da netra Gwelet hon eus koshaat hon tadoù dalc'het war o gwele Gwelet hon eus mervel hor mammoù eus an deiz d'egile E disheol ar greizenn Pep hini 'guzh e gleñved en didrouz Met piv n'eo ket bet da**kignet en hon touez? Paotr an interamant a zo aet d'an douar E bered vihan ar vourc'h diouzh ar beure-mañ Den nemet ar beleg, e brezegenn hag e groaz Evit e gas d'an anaon da zeiz Kala-Goañv; Dindan ar glav pilpolos bountet gant ar gwalarn Eo aet d'an douar paotr an interamant. Taol pled! mekanik diaoulek, prest omp d'az pulluc'hañ Taol pled! mekanik satanazet, gouest omp d'az puzuilhañ Pehini ac'hanomp 'vo an nesañ da glevout 'kreiz an noz Wig a wag hirisus karr an Ankoù o terriñ an didrouz Ha ne glevoc'h ket, tudoù An dever oc'h hor c'hervel 'vit sikour Hor bed 'tal an dañjer nukleel o c'hourdrouz? Paotr an interamant a zo aet d'an douar E bered vihan ar vourc'h diouzh ar beure-mañ Den nemet ar beleg, e brezegenn hag e groaz Evit e gas d'an anaon da zeiz Kala-Goañv; Dindan ar glav pilpolos bountet gant ar gwalarn Eo aet d'an douar paotr an interamant.