Deiz pe zeiz ne vo ket mui staget Bro-Naoned,
Staget ouzh ur rannvro, ijinet gant un den penn-droch ha berr e spered
Neuze prederit mat, marc'hadourien avel ha promesaoù didalvez,
Ha grit diouzh ma vo lidet, an deiz-se ‘vel ur gouel, eus Bro-Leon da vBro-Raez
Un deiz brav en abardaez ‘ba' straedoù Naoned
Tarzhadennoù, mesk, reuz, youc'h ha moged,
Tud pignet war an delwennoù, bannieloù war-bouez o brec'h,
C'hoarzhadegoù ar merc'hed, kanoù ar baotred,
Amourouzien o vale kazel-ha-kazel
Skoperien-tan, janglerien ha sonerien
E-touezik noz ha serr-noz ‘ba' straedoù Naoned
Tarzhadennoù, mesk, reuz, youc'h ha moged,
Tud o redek da bep tu, hag ar fliked war o lerc'h,
Daeroù, leñvoù ar merc'hed, fulor ar baotred,
Amourouzien o klask evel tud dall o muiañ-karet
Gouleier-tro, greunadennoù lakrimojen