Tra ma 'vo 'r mor
'Vel mur 'n he zro.
Ra vezo digabestr ma Bro!
Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro!
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro.
Dispont 'kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat,
A skuilhas eviti o gwad.
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.
Tra ma 'vo 'r mor 'vel mur 'n he zro.
Ra vezo digabestr ma Bro!
Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed,
N'eus Bro all a garan kement 'barzh ar bed.
Pep menez, pep traoñienn, d'am c'halon 'zo kaer,
Enne 'kousk meur a Vreizhad taer!
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.
Tra ma 'vo 'r mor 'vel mur 'n he zro.
Ra vezo digabestr ma Bro!
Mar d'eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras,
He yezh a zo bepred ken beo ha bizkoazh.
He c'halon birvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz,
Dihunet out bremañ, ma Breizh!
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.
Tra ma 'vo 'r mor 'vel mur 'n he zro.
Ra vezo digabestr ma Bro!