Pa oa Miloù o klask dont d'ar gêr en-dro, faezh gant e daolioù-kaer
Gant ar boulomigoù glas livet ha gant ar gorriganed,
E kavas en ur frankizenn ur gorrandonez gwenn gwisket
«Ma Miloù mat
Lavar da c'hoant a-vouezh uhel
Sevenet ‘vo pa
Vin aet e puñs an avel»
Ha diaes da c'houl' digant ar gorrandonez e het ar muiañ-ker,
Met gant ar c'hoant da welout dont da wir un hunvre ken gortozet,
E lavar dezhi: «me ‘garfe ma lost tizhout al leur, setu ma het»
«Ma Miloù mat
Ken souezhus eo da het
Sevenet ‘vo pa
Vin aet e puñs an avel»
Hag en taol krenn
E teuas e zivesker
Ken berr ma oa
E lost o tizhout al leur ...