Se 'oa gwall-diwezhat en noz
Pa 'm boa klevet trouz
Kredet 'm boa sortial war an treuzoù
En diavaez an oabl 'oa leun a c'houloù
Petra 'oa 'c'hoarvezout amañ?
Ar pezh a welis 'oa souezhus kenañ
Un ugent bennak 'voulomigoù glas livet
O tiskenn eus ur plad-nij bras meurbet
Pedet o doa ac'hanon da vont e-barzh
War o muzelloù 'tivinen ur mousc'hoarzh
Pa seblantent-i bezañ jentil-tout
Kerzhet 'm eus etrezek gouloù ar soukoup
Erru e-barzh ne welen ket ken
'vel Tintin eo bet skoet va fenn
Pa 'm eus dihunet 'barzh ur park bras
Kredit pe get me 'oa en noazh
Gant tud eus Gwener ez on bet fouzhet
Ha n'eus netra koulz en hollved!