Krenañ 'ran gant ar riv
E-kreiz an noz du-pod
Er pellder gouloù an tour-tan a luc'h
Gwanoc'h gwanañ
Ar vag 'mañ o pellaat diouzh an douar
N'eus ket tu da gousket
'kreiz ar mor fall
Hag an avel diroll da yudal
Ha me 'm eus ket aon koulskoude tamm ebet
Krenañ 'ran gant ar riv
Diaes eo va c'halon
Skeudenn da zremm flour 'mañ 'veuziñ em spered
Donoc'h donañ
Dre ma pellaan diouzh an douar, diouzh an douar
Skuizh on aet gant ar mor
Skuizh on aet gant ar mor
Skuizh on aet gant ar mor, va mestrez
Skuizh on aet gant ar mor
Krenañ 'ran gant ar riv
E-kreizig-kreiz ar mor
Eus deizioù glav da zeizioù glav ez an
Gwashoc'h gwashañ
Dre ma pellaan diouzh an douar, diouzh an douar
Skuizh on aet gant ar mor
Skuizh on aet gant ar mor
Skuizh on aet gant ar mor, va mestrez
Skuizh on aet gant ar mor
Lavar din-me p'seurt deiz ez omp
Ar meurzh, ar merc'her pe 'r yaou
Pet deiz er mor c'hoazh un' pe zaou, pe dri
Pevar pe nav
Unnek, daouzek, triwec'h, naontek
Ugent pe muioc'h n'ouzon ket
Pet deiz, pet noz 'm eus tremenet
Er vag troet-distroet 'vel un delienn
Amañ n'eus gwezenn ebet n'eus nemet an avel
Hag ar mor, fuloret o-daou
Hi o c'hwezhañ, eñ 'kas ar vag
Pelloc'h pellañ diouzh an douar, diouzhit
N'ouzon ket ken
Va dous, pegoulz e vin en dro, e vin en dro,
En dro, en dro.
Skuizh on aet gant ar mor
Skuizh on aet gant ar mor
Skuizh on aet gant ar mor, va mestrez
Skuizh on aet gant ar mor