Ha klevet 'peus ar c'heloù
Diwar-benn an Ankoù
War a seblant 'mañ mat an traoù gantañ
'mañ o c'horiñ an emsav
E pep lec'h war ar maezioù
Tre evel er c'hêrioù
Stummañ 'ra tud yaouank da gannañ
Ha reiñ he frankiz d'ar vro.
Gwad, c'hwez ha daeroù
Mousc'hoarzhiñ 'ra 'n Ankoù
O wel't ar sourdarded o kouezhañ
Ne vo ket pell o varv
N'ur hejañ e gorf-eskern
E falc'h hag e bilhoù
En deus soñj eus ar stourmerien c'hloazet
«Sikour ebet dezho
Ne ra an Ankoù 'met
Falc'hat an eneoù!»
Gwa me!
Sutal 'ra boledoù a-us d'am fenn
War dachenn 'n argad 'vin o vervel
'm eus ket nerzh a-walc'h ken 'vit sevel
Kimiad!
Gwa me!
'mañ trouz ar c'hanol o voudal em fenn
'vidon-me echu eo ar brezel
'n Ankoù 'lavar din a vouezh-izel:
«Demat!»
Gwad, c'hwez ha daeroù
O deus redet ergentaou
Met n'eo ket digabestr ar vro
Troet fall en deus 'n emsav
E pep lec'h war ar maezioù
Tre evel er c'hêrioù
'mañ ar re gozh o ouelañ d'o re varv
Daoust ha ne chom hiziv 'met
Gwad, c'hwez ha daeroù
D'ober kle't hor mouezhioù?
Gwa me!