Ai 'ta! Bretoned, poent eo sevel hiriv
Poent eo bale stank-ha-stank war hentoù don ar vro
Poent eo mediñ an edoù hon eus ankounac'haet
Poent eo degas dour da vat d'hor meilhoù dilezet
Ai'ta! ma mignoned.
Ai 'ta! Bretoned, dav eo sevel bremañ
Dav eo pediñ Sant Kado da reiñ frankiz d'ar vro-mañ
Dav eo deomp eostiñ frouzhennoù hon dispac'h
Dav eo deomp mont war-raok davit deiz ar gloar
Ai 'ta! a-benn bout dizalc'h.
Ai 'ta! Bretoned, ret eo sevel hor mouezh
Ret eo c'hwezhañ an tantad war-lein ar menez
Ret eo deomp derc'hel penn da vac'herien hor bro
Ret eo deomp chom disuj d'ar vourc'hizien atav