An deiz arall e oan bet da welout ma hini karet 'vit goulenn diganti ma dimeziñ Flastret am eus ur gaerell pa oa-hi o treuziñ an hent Hep teurel pled d'an dremenidi 'vel ur peul war vord an hent, sac'het ma c'harr, Pa oan o varsoñjal ma c'hasoni Er prad amezek e oa kazeg Michao hag he bouch O sellout ouzhin en ur vousc'hoarziñ Dont a raio ar goañv Dont a raio ar goañv, paotred Met biken ne glevoc'h ket mui Ar gaerell o kanañ Ar gaerell o kanañ Trawalc'h hon eus klevet anezhi An deiz war-lerc'h e oan bet da welout ma hini karet Evit profañ bleunioù dezhi Friket am eus ul louarn pa oa-eñ o redek war-lerc'h ur yar Hep teurel pled d'an dremenidi 'vel ur peul war vord an hent, sac'het ma c'harr, Pa oan o varsoñjal ma c'hasoni Er prad amezek e oa kazeg Michao hag he bouch
O sellout ouzhin en ur vousc'hoarziñ Dont a raio ar goañv Dont a raio ar goañv, paotred Met biken ne glevoc'h ket mui Ar c'hozh louarn brein o kanañ Ar c'hozh louarn brein o kanañ Trawalc'h hon eus klevet anezhañ An eilantronoz e oan o klask adwelout ma hini karet Evit ma digareziñ Kaset am eus ur bleiz d'ar c'hleuz pa oa-eñ o c'hoari biz-meud Hep teurel pled d'an dremenidi 'vel ur peul war vord an hent, sac'het ma c'harr, Pa oan o varsoñjal ma c'hasoni Er prad amezek e oa kazeg Michao hag he bouch O sellout ouzhin en ur vousc'hoarziñ Dont a raio ar goañv Dont a raio ar goañv, paotred Met biken ne glevoc'h ket mui Ar c'hozh bleiz fall o kanañ Ar c'hozh bleiz fall o kanañ Trawalc'h hon eus klevet anezhañ