Tril mil bloaz zo sur'walc'h, n'oa ket ur baradoz 'wid 'r Gelted kozh
Met tud aman oa 'heseo Demokrasiezh, araog an dud 'barzh Bro-Gres
'Wel barzh 'r'vro sen 'oa kentoc'h ur c'hlas o c'hoari 'n dra-se
Met tri mil bloaz 'zo dija, n'oa roue 'bet war hon douar
'Merc'hed oa par d'ar baotred, hag an douar 'oa d'an oll
Daou mil a pemp kant bloaz 'zo, Kultur ar Gelted kozh oa o fewañ
War lod brasañ an Europa, lorc'h 'bet hon eus o lar an dra-se
Met rheid eo gout 'oa ar Romaned tud gouez'n o c'hichen
War 'n dachenn filozofel, arzhel a' sokiel.
Hag 'wid 'lodenn diouzh 'skiantoù ha diouzh an teknikoù
Skupet eo bet bed kozh ar Gelted ga' hin' ar Romaned
Kreñwoc'h oa he, ya'hat, 'wid rheñk ur stad a rhein un niverenn da bep den
'Brezel etre ar Gelted hag ar Romaned
'Zo bet ur brezel 'tre ar Stad o doue ha' gevredigezh tud
'Tre 'r bed karrezeg ha kaled leun a karrezed vihan
Hag ur bed ronn ha dourel leun a droellennoù hunvre ha follentez
Kollet eo bet ar brezel-se, 'wid ar mare