Pep-hini bremañ a rank chom mut
na c'hoarzh na c'harm
na trouz, mar plij, pep-hini!
Ne vo ket tizhet an Enez ma venn da bep-hini balbouzat;
arabat dihuniñ ar gwrac'hed
Ken kizidik a hun.
Da be vad merdeiñ ken pell all
ma'z eo ret mont d'ar strad ouz genou an aber?
Sellit,
hag e oa ken glas-se ar gwez en hoc'h huñvre?
Ha c'hoazh dindan ar man e sourr
dourioù kuzh,
klevit,
met ne larit mann.
Marteze vo ret dilestrañ e donvor
ha mont war neuiñ
daveti;
marteze vo ret mat neuial
davet an Enez
en noz:
ne vo stourm 'met etre hor c'horfoù hag ar mor.
ne vo klevet met tarzh ar mor war an aod,
luskellerzeh, luskellerzeh,
mar plij, mar plij,
arabat dihun ar gwrac'hed!
Ne vo klevet met trouzig hon treid
war an traezh
ha kri ha skreved
Hag an Enez vo deomp,
marteze.