Pa guzh an heol, pa goeñv ar mor
Me 'oar kanañ war dreuz ma dor
Pa oan yaouank me a gane
Pa 'z on deut kozh, me 'gan ivez.
Me 'gan en noz, me 'gan en deiz
Ha me keuziet bras koulskoude.
Mard eo ganin stouet ma beg,
Mar 'm eus keuz n'eo ket hep abeg
Evit aon me n'em eus ket,
'M eus ket aon da vout lazhet;
Evit aon me n'em eus ket,
Amzer a-walc'h ez on-me bet
Pan n' vin ket klasket 'vin kavet;
Met pa'z on klasket ned on ket
Ne vern petra a c'hoarvezo
Pezh a zo dleet a vezo
Ret eo d'an holl mervel teir gwezh
Kent evit arsav en diwezh
Me 'wel an hoc'h 'tont eus ar c'hoad,
Hag eñ gwall-gamm, gwallet e droad,
E veg digor ha leun a wad
Hag e reun louedet gant an oad
Hag o soroc'hal war e dro
Gant an naon e voc'higoù
Me 'wel ar morvac'h 'c'h enep-tont
Ken e kren an aod gant ar spont;
Hag eñ ken gwenn hag an erc'h kann
'Zo en e benn kerniel arc'hant
An dour dindanañ o virviñ
Gant an tan-taran eus e fri
Morgezeg en-dro dezhañ ken stank
Hag ar geot war lez ar stank
- Darc'h mat 'ta! Darc'h mat 'ta! Morvarc'h!
Darc'h war e benn! Darc'h mat 'ta! Darc'h!
Ken e riskl er gwad an treid nozh!
Gwazh ouzh gwazh! Darc'h 'ta! Gwazh ouzh gwazh!
Me 'wel ar gwad betek e c'hlin,
Me 'wel ar gwad evel ullenn!
Gwazh ouzh gwazh! Darc'h 'ta! gwazh ouzh gwazh!
Arsaviñ a ri 'benn arc'hoazh
Darc'h mat 'ta! Darc'h mat 'ta! Morvac'h!
Darc'h war e benn, darc'h mat 'ta, darc'h!
Pa oan em bez yen hunet dous
'Klevis an er 'gervel en noz,
Eñ a c'halve a eredigoù
Ha 'n holl evned eus an neñvoù;
Hag e lare dre o gervel
- Savit prim war ho tiwaskell!
N'eo ket kig brein chas pe zeñved,
Kig kresten 'rankomp da gavet!
- Morvran gozh, klev! lavar din-me:
Petra 'choari ganit aze?
- Penn ar Penn-lu 'choari ganin,
E zaoulagad ruz a fell din,
E zaoulagad a grapan naet
'N abeg d'az re en deus tennet.
- Na te, louarn, lavar din-me
Petra c'hoari ganit aze?
- E galon a c'hoari ganin
Oa ken diwir ha ma hini,
He deus droukc'hoantaet da lazhañ,
He deus da lazhet a bell 'zo
- Na te, lavar din-me, touseg!
Petra 'rez aze 'korn e veg?
- Me a zo amañ 'n em lakaet
'C'hortoz e ene da zonet;
Ennon-me 'vo, tra 'vin er bed,
E kastiz reizh eus e dorfed
E-keñver ar Barzh na chom ken
Etre Roc'h-Allaz ha Porzh-gwenn
(Merci à Gwyon pour cettes paroles)