Alan Stivell - Dugelezh Vreizh lyrics

Published

0 220 0

Alan Stivell - Dugelezh Vreizh lyrics

Warlec'h bloaz naw c'hant e teuas ar Vikinged Da voud startoc'h a' dizoujusoc'h Deit int a-benn da dorr pep aozadur 'barzh Breizh Pa teuas ar peoc'h endro, a-drugarez d'Alan Varweg Kultur ha yezh ar C'Hallaoued en-oa gwraet un toull bras 'ba'Breizh Ba'vro ur bern renerien 'oa doh kultur a' doh yezh estren "Duc-souverain" Alan en em hanwas: n'oa ket prest da voud debret Breizh gant broioù all Dugelezh Vreizh ur vro dizalc'h 'jomas e-pad c'hwec'h kant bloawezh c'hoazh distag doc'h Bro-C'Hall Politikerezh estren Breizh 'genboueze etre 'n diw vro vras Politikerezh estren Breizh 'oa etre Bro-Saoz ha Bro-C'Hall 'Wid Frans 'n aristokrated, hag an dud vihan 'oa 'wid 'Saozon N'oa ket don 'barzh o c'halon abegoù-se ar bobl vreton 'Bern breselioù 'so bet gant ar Vretoned Eneb d'ar Saozon hag eneb d'ar C'Hallaoued Met Breizh 'jomas ar vro aet ar pellañ war hent an demokrasiezh ba'n Europa "Den-gentil" oa galwet pep Breizhad 'wid diskouezh 'n-oa pep kouer skoazell al lezenn N'eus ket anawet hon tud-kozh na servaj na Bresel-kant-bloazh Pladoù arc'hant 'barzh pep ti-plouz oa araog trec'h an arme c'hall E bloawezhioù diwezhañ pa oa c'hoazh hor bro-ni dishual Ba' vroioù pinwidikañ ha war vor ba'mesk ar re krenvañ.

You need to sign in for commenting.
No comments yet.