Deus ganin-me d'am bro 1 Deus ganin-me plac'h yaouank, Deus ganin-me d'em bro Me a breno deoc'h un abid, ar c'hentañ danvez 'zo Me a breno deoc'h un abid, un abid satin gwenn Hag an tud e bro 'lavaro, m'o bet ur bolezenn Diskan Ganeoc'h d'ho pro, den yaouank Ganeoc'h me na n'in ket, keit 'vin e-barzh an iliz Dime'et hag eurejet ha lakaet din Va mabig, ur walenn alaouret 2 Deus ganin-me plac'h yaouank,deus ganin-me d'am bro Me a breno deoc'h un abid, ar c'hentañ danvez 'zo Me a breno deoc'h un abid, un abid voulouz glas Ma ne c'hellan chom war zouar 'yen ganeoc'h war ar mor bras Diskan Ganeoc'h d'ho pro den yaouank Ganeoc'h me na n'in ket, keit 'vin e-barzh an iliz Dime'et hag eurejet ha lakaet din Va mabig, ur walenn alaouret Ur walenn alaouret