Alan Stivell - Ensemble (Understand) lyrics

Published

0 169 0

Alan Stivell - Ensemble (Understand) lyrics

Barrek eo mabden da gompren kalon an dudoù all Bout 'zo traoù boutin bepred da holl dud an douar Barrek eo mabden da gompren kalon an dudoù all C'qu'il y a dans l'coeur de l'homme, tout l'monde peut le comprendre Aesoc'h e c'hallomp eskemm mennozhioù disheñvel Ma ouiomp e chom digemm memes traoù deomp-ni holl Gwelloc'h eo deomp-ni kompren 'n traoù a lar ar re all Ne vez ket klevet ganeomp pep tra n'eus c'hoant ne' laret Dao eo 'n em glevet mat, dao 'vo bevañ asambles Il faudra bien s'entendre, il faudra vivre ensemble Memes ma omp disheñvel, evelse 'mañ ar vuhez Il faudra bien s'entendre, il faudra vivre ensemble Understand, each other Silet 'vez re alies a-dreuz gant hon divskouarn An traoù 'zo bet selaouet 'ba lavar ar re all Peogwir bewech omp bouzar, diwan 'ra tro-war-dro Krogiñ 'ra 'n droug war an douar, droug 'ba kalon tud 'zo Barrek eo mabden da gompren kalon an dudoù all Ce qu'il y a dans l'coeur de l'homme, tout le monde peut le comprendre N'omp ket da chom diseblant pa vez graet traoù direizh Dao eo dimp prenañ skiant tro-'ar-dro hag e kreiz (bis) Dao eo 'n em glevet mat, dao 'vo bevañ asambles Il faudra bien s'entendre, il faudra vivre ensemble Dao eo 'n em glevet mat, dao 'vo bevañ asambles Il faudra bien s'entendre, il faudra vivre ensemble

You need to sign in for commenting.
No comments yet.