Barzh e parrez Sant Servais War vordig Mene Bre 'Z'eus ur c'habiten yaouank o sevel un arme (bis) Me 'm'eus ur mab, Silvestrig, zo o vonet ivez "Roit din va mab Silvestrig, n'am eus mab nemetañ Me 'bako deoc'h, kabiten, an arc'hant deut gantañ - Ne dalv ket ; graet ar marc'had, diwezhat eo bremañ ; N'eus soudard all en arme a blij din eveltañ - Na te, labousig bihan, war-bouez da zivaskell A nije dreist ar broioù da gaout va mabig pell ? A c'houlennfe digantañ keleier ar brezel Mard eo yac'h hag e buhez, dont da di e gavell..." Pa oa an tad glac'haret oc'h ober e gañvoù E oa e vab Silvestrig 'toull an nor o selaou - O tizreiñ eus an arme emaon war ho treuzoù Na ouelit ket, o va zad, ha sec'hit ho taeloù !"